Monsieur Henri De Parscau Du Plessix
Avis d'Obsèques
Brandivy, Kastell Gwenn (56)
Glac'haret omp é kemenn deoc'h emañ tremenet
an Aotrou Henri de PARSCAU du PLESSIXmarv en un taol da 65 blez.
A-berzh :
Annie, ganet Malard, e vaouez;
Anna, Gwenn, Morgan, Konan, e vugale;
Guillaume, Mikael, e vabeged;
Keran, Tristan, Erell,
Raphaël, Brendan, e vugale-vihan;
e vreuder, e c'hoarezed, e vreureged, e c'hoareged, e vammeg, e voerebed, e eontred, e nized, e nizezed
hag e familh en he fezh.
Lidet e vo an oferenn
d'ar Sadorn 15 a viz An Azvent 2018,
da 10e30,
e iliz Plunered,
kent an deviñ-korf.
E Kambr-vez an Hent-tro e Pleuwigner emañ e gorf.
Adal 9e da vintin betek 7e d'an noz e c'hello a-gement a gar monet d'er gwelet.
Ur veilhadeg-pediñ a vo d'ar Gwener da 6e d'an noz.
Trugarekaat a ra ar familh ar bompizion, ar SERTA ha rac'h an dud a vo a galon geti.
Ar gemenadenn-mañ a dalv da lizher-kañv ha da drugarezioù.
Mis en ligne le Jeudi 13 Dec 2018